Dans ce recueil de 13 nouvelles, la jeune autrice mexicaine frappe fort mais juste
Ganet e voe Primo Levi d'an 31 a viz Gouere 1919 e Torino ha d'an 11 a viz Ebrel 1987 ez eas d'an Anaon, e Torino ivez, kêr vras hanternos Italia.
Unan eus brudetañ dreistbeverien ar Shoah eo bet. Yuzev italian anezhañ, kimiour dre e vicher, da skrivagner ez eas a-benn diskouez, treuzkas ha displegañ e skiant bet prenet e kamp peurlazhañ Auschwitz, ma voe toulbac'het e Monowitz e-kerzh ar bloavezh 1944.
Dizilpleg e chom e varv. Lod a lavar ez eo ur gwallzarvoud al lamm en deus graet en e skalieroù, lod all a soñj dezhoeo en em lazhet.
Skrivet en deus Primo Levi "hag un den ez eus anezhañ" (se questo è un uomo) gant ar soñj e oa limmet dreistbevañ ha testeniañ. War e veno e oa bet rakjedet gant oberierien ar Shoah, ouzhpenn klask enulliñ ur bobl en he fezh, ez afe an torfed e poull an dinac'h hag an ankounac'h, ur wech echu ar brezel. En un danevell skrijus, fromus, terrupl, savet diwall vall, e ro deomp da anavezout buhez pempdeziek kamp Auschwitz ha stourm ar brizonidi evit talañ ouzh ar spont n'en deus anv ebet dezhañ.
Dezrevellañ a ra, dre fedoù ha munudoù en tu all d'an dic'houzañvus, petra eo bet dizenekaat an eneoù hag ar c'horfoù.
Il n'y a pas encore de discussion sur ce livre
Soyez le premier à en lancer une !
Dans ce recueil de 13 nouvelles, la jeune autrice mexicaine frappe fort mais juste
Une fiction historique glaçante et inoubliable, aux confins de l’Antarctique
Découvrez les derniers trésors littéraires de l'année !
"On n'est pas dans le futurisme, mais dans un drame bourgeois ou un thriller atmosphérique"