Dans ce recueil de 13 nouvelles, la jeune autrice mexicaine frappe fort mais juste
Ar bras eus ar barzhonegoù a ya d'ober ar barzhaz-mañ zo bet embannet e-barzh Al Liamm etre 1984 ha 2016.
Ar stroll anezhe a ya d'ober un oberenn kempoell ha dibar. Awenet-kreñv eo an aozer koulz gant bed kevrinus ar Grennamzer ha gant ar sonerezh.
A-bouez eo kellusk ha sonusted ar gwerzennoù evitañ, arc'hane an arver a ra en e varzhoniezh eus ar c'hlotennoù-diabarzh - un doare gwerzaouiñ en e vleuñv e brezhoneg en amzer-hont.
Barzhonegoù hiraezhus a lennfer amañ diwar-benn karantezioù dizeürus pe kuzh, diwar-benn ar marv hag ar bed all... barzhonegoù deskoni hag a denn da harozed an Daol-Grenn - meur a livemeizañ dezhe - koulz ha reoù diwar-benn un dodenn hollvedel evel al Loar.
Keridwal, lec'h a galon, morse perc'hennet, gweladennet e kuzh, faltaziet dindan pluenn an aozer, a ziskuilh dimp darn eus e gevrinoù.
Il n'y a pas encore de discussion sur ce livre
Soyez le premier à en lancer une !
Dans ce recueil de 13 nouvelles, la jeune autrice mexicaine frappe fort mais juste
Une fiction historique glaçante et inoubliable, aux confins de l’Antarctique
Découvrez les derniers trésors littéraires de l'année !
"On n'est pas dans le futurisme, mais dans un drame bourgeois ou un thriller atmosphérique"